Pardon de Saint Yves

Dernière mise à jour : 17 mai


+

Pardon Sant Erwan


(La traduction se trouve après le texte en breton.)

« Doue a raio gloar dezhañ, ennañ e-unan, hag hepdale eo e roio gloar dezhañ. »

Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen,

Gant ar gomz-mañ eus Jezuz e krog an Aviel a brederiomp warnañ ar sul-mañ : « Doue a raio gloar dezhañ, ennañ e-unan, hag hepdale eo e roio gloar dezhañ. » Komzoù-mañ Jezuz a lavar an darempred a zo etrezañ hag e Dad, komunion disi posubl gant rann ar memes doueelezh a zo etre an Tad hag ar Mab ; padal, dre oberoù a zo disheñvel. Mab an Den a raio gloar da Zoue en ur ziskouez betek pelec’h ez a Karantez Doue ennañ : dre ar Basion, dre brof Jezuz a zaskor e vuhez, dre an aberzh e asant da ginnig, dre e emzinac’h. Betek penn ez a Jezuz ; n’eus harz ebet gant e zonezon. Hag ez a betek penn en ur leuniañ e zonezon gant un garantez a-bezh ha disi. Betek penn an aberzh hag ar marv ez a ar Garantez.

En eskemm d’e desteni, an Tad, d’e dro, a raio gloar d’ar Mab. Uhelañ diskuliadenn ar c’hloar-se a vo dasorc’h Jezuz, hag a ziskouezo d’an holl dud galloud karantez Doue a drec’h war ar marv. Disi eo ar c’hloar etre an Tad hag ar Mab peogwir e rannont o-daou ar memes doueelezh. Hogen e tiskouez komzoù-mañ Jezuz deomp ni-ivez peseurt kefridi hon eus d’ober. Dre hor badeziant hag he deus hon unanet gant Jezuz adsavet, e resevomp ni-ivez kefridi reiñ gloar da Zoue en hor buhez, gant ar bromesa evidomp resev gloar eus Doue en-dro, da lavarout eo bevañ gantañ eus buhez Doue hag adsevel gantañ e fin an amzerioù. Reiñ gloar da Zoue en hor buhez a boulz ac’hanomp da deurel evezh ouzh hor buhez amañ war an douar.

Aze hon eus ur skouer vat eda Sant Erwan (Aotrou Person Tredrez eus 1284 da 1292) a lidomp hirie. Dedennus eo ar sant-se evidomp rak e c’hell skoazellañ ac’hanomp da vevañ an enkadenn a vev hon Iliz er mare-mañ. E meur a zoare e cheñch hor c’hevredigezh hiziv. Kemmañ a ra hon darempredoù an eil re e-keñver ar re all ; kleñved-red ar C’hovid XIX hag e gefinañ niverus, keulfeoù, strishadurioù frankiz o deus cheñchet anien hon darempredoù deneel. Ul lec’h pouezus en deus kemeret an niverel, o lakaat en ur plan a-dreñv an darempredoù deneel. Kemmañ a ra ivez hon darempred gant ar bed. Ar pezh a c’hoarvez e tu all ar bed a zo anavezet raktal gant ar rouedadoù sokial. An ec’honder hag an amzer a zo digresket. An Iliz, goude ar sened daou eus ar Vatikan, a boan evit adkavout ur c’hempouez nevez en e zarempred ouzh ar bed en ur gevredigezh a cheñch buan-tre. Met e amzer Sant Erwan e anaveze ivez ar gevredigezh hag an Iliz kemmoù don. An trizekvet kantved a wel ar gevredigezh tremen eus ur gevredigezh labour-douar d'ur gevredigezh marc’hadour gant displeg ar c’henwerzh hag ar c’hêrioù. Evit an Iliz eo en ur stad truek : war e ziskar eo ar c’hloer, n’en ur oferenniñ ket an oferennoù e resev arc’hant evito. Ul lod eus kloer a zo eskumunuget abalamour da vuhezegezh fall ha gizioù drouk. Alies e ra ar reizh diforc’hioù etre an dud en ur zerc’hel kont eus an doareoù, ar pinvidigezhioù. Disklêriañ a ra an diskar hollek c’hoant don Pobl Doue da gaout pastored a vefe sent. Degas a ra Sant Erwan amañ ur sklêrijenn gentañ : e kreiz enkadennoù en Iliz, hag ar gevredigezh o kemmañ, he deus Pobl Doue ezhomm sent. N’eo ket frammoù nevez da ijinañ pe da lakaat ouzhpenn ar re a zo dija; met he deus an Iliz ezhomm kalonoù santel, glan.

Evel-se e c’heller lavarout en deus roet Sant Erwan gloar da Zoue dre e holl vuhez. Kalz traoù e vefe da lavarout diwar-benn santelezh Sant Erwan. Merkañ a ran tri roud talvoudus en deus roet gloar da Zoue drezo. Da gentañ, en ur heuliañ Jezuz a gare ar beorien araok pep tra, en deus karet ha servijet Sant Erwan anezho a-hed e holl vuhez. Merket abaoe e oad ar yaouankañ gant e dud a reseve anezho ouzh o zaol evit o magañ, e resevo atav Sant Erwan ar beorien en ur lakaat a-gostez evito ar pezh a oa aozet evitañ da zebriñ. Pa zeue en-dro d’ar maner genidik, e kendalc’he da vevañ ar garantez. Met e tiskouezjas ar gwellañ e garantez evit ar beorien o kas da benn e garg a ofisial da gentañ e Roazhon, da c’houde Landreger. D’ar c’houlz-se ma kost ker ar reizh ha ne c’hell ket kalz a veorien en em zifenn, e asanto Sant Erwan o difenn evit netra war bouez int evit gwir hep danvez hag eo reizh o c’haoz.

Dre e breder ar reizh en deus ivez roet gloar da Zoue. Evitañ e oa pouezhus ober ar wirionez en un afer a-raok rentañ ar reizh. Hag ur wech homañ rentet, e veze o klask lakaat an div rann d’en em glevout etrezo e preder adunvanidigezh. Ma ne zeufent ket d’en em glevout, e rente reizh buan-tre. Evel-se e rae da ziazezañ buhez an dud war ar Wirionez ha war an adunvanidigezh oc’h ober e sevenidigezh komzoù Jezuz : « Gra, kentañ ma c’helli, ar peoc’h gant da enebour, tra ma rez hent gantañ, gant aon na vefes lakaet gant da enebour etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner d’az lakaat etre daouarn ar gward, ha ne vefes taolet en toull-bac’h. » (Mt 5, 25)

Erfin e talc’han em eñvor eus e skouer ar vuhez e tremene atav goude ar re all, o lakaat da dalvezout skouer Jezuz deuet evit servijañ ha n’eo ket evit bezañ servijet. E emzinac’h personel a oa diwar skeudenn e santelezh. Yunañ a rae teir gwech dre sizhun, ne zebre nemet nebeud-tre, e kouske war al leur war un nebeud plouz gant ur c’holoenn, en ur lezel e wele gant ar re o doa ezhomm.

En tu all da draoù-mañ a ziskouez e santelezh, eo ret lavarout eo bet prizet-kenañ pa voe person Tredrez ha Louannec. Gweladenniñ a rae alies ar glañvourien, an dud o-unan, an intañvezed, skoazellañ a rae ar beorien, hag atav feal d’e gargoù ofisial, a rae a-benn da vezañ pep tra evit an holl. Dre ar beleg santel, o deus bet ar barrezidi evit gwir an trivliad e weladenne Doue anezho.

Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen, lakaet en deus Jezuz deomp e destamant : « Evel m’am eus ho karet, e tleit, c’hwi ivez, en em gared an eil egile. » Penaos e c’hellomp fetis lakaat en ober en hor buhez gourc’hemenn nevez Karantez Doue ? Petra’ a c’hellomp tennañ eus buhez Sant Erwan evit hor skoazellañ da reiñ gloar da Zoue en hor buhez ho-unan ?

Kinnig a ran tri foent evezh. Da gentañ e c’hellomp karout ar re all evel m’en deus hon karet Doue en ur glask e pep tra, komz, ober ar mad evit an all a-araok evidomp-ni. Gwelet hon eus mat penaos en em ankounac’haae Sant Erwan e-unan evit lakaat tremen ar re all araozañ. Un doare bevañ mister pask Jezuz eo : marvel ac’han hon me evit lakaat tremen an all a-raok. Gallout a reomp ivez skoazellañ an all evit e silvidigezh en ur servijañ anezhañ. N’eo ket en ur reiñ kentelioù, na gant un emzalc’h dreist, met gant uvelded. A-benn ar fin e c’hellomp diskouez Karantez Doue en ur lakaat ar pardon en hor buhez : ar pardon da c’houlenn, da ginnig ha da resev. Gwelet hor bo e ro Jezuz ar gourc’hemen-mañ nevez d’an ampoent ma kuita Judaz an daol evit eñ trubardiñ. Jezuz a ginnig dija ar pardon da Judaz a drubard anezhañ; met gouzout a reomp n’asanto ket an hini pardon Jezuz hag ez aio en em grougañ. E gouel-mañ pardon Sant Erwan, tapomp degouezh divroc’hañ an eil re e-keñver ar re all. Evel-se e tiskouezimp Karantez Doue etrezomp ha galloud e Zasorc’h.

Ra skoazell Sant Erwan ac’hanomp da reiñ gloar da Zoue en hor buhez ha da rentañ anezhañ diraezus d’an holl dud n’anavezont ket anezhañ pe o deus pellaet dioutañ. Amen.


+

Pardon de St Yves


« Si Dieu est glorifié en lui, Dieu aussi le glorifiera »

Chers frères et sœurs,

C’est sur cette parole de Jésus que s’ouvre l’Évangile que nous méditons ce dimanche : « Si Dieu est glorifié en lui, Dieu aussi le glorifiera. » Ces paroles de Jésus disent le cœur de la relation qui existe entre Lui et son Père, communion parfaite rendue possible par le partage de la même divinité entre le Père et le Fils ; et pourtant, à travers des œuvres qui seront différentes. Le Fils de l’Homme, Jésus, va glorifier Dieu en manifestant jusqu’où va l’Amour de Dieu en Lui : à travers la Passion, à travers l’offrande de Jésus qui remet sa vie, à travers le sacrifice qu’il consent à offrir, à travers son abnégation. Jésus va jusqu’au bout ; son don n’a pas de limite. Et Il va jusqu’au bout en remplissant son don d’un Amour total et parfait. L’Amour va jusqu’au bout du sacrifice et de la mort.

La contrepartie de ce témoignage est que le Père, en retour, glorifiera le Fils. La plus haute manifestation de cette glorification est dans la Résurrection de Jésus qui montrera aux yeux de tous la puissance de l’Amour de Dieu qui triomphe de la mort. Cette glorification réciproque entre le Père et le Fils est parfaite parce que tous deux partagent la même divinité. Mais ces paroles de Jésus nous montrent à nous-aussi à quelle mission nous sommes appelés. En vertu de notre baptême qui nous a unis à Jésus Ressuscité, nous recevons nous aussi la mission de glorifier Dieu dans notre Vie, recevant la promesse d’être glorifié par Lui en retour, c’est-à-dire de vivre avec Lui de la Vie divine et de ressusciter avec Lui à la fin des temps. Glorifier Dieu dans notre vie nous invite à soigner notre vie ici-bas.

Et c’est là que nous avons un bon modèle en la personne de St Yves (recteur de Trédrez de 1284 à 1292) que nous fêtons aujourd’hui. La figure de ce saint est intéressante pour nous car elle peut nous aider à vivre la période de crise que traverse notre Église en ce moment. Par bien des aspects, notre société change aujourd’hui. Nos relations les uns envers les autres se modifient ; la pandémie du COVID et ses multiples confinements, couvre-feu, restrictions de liberté, ont changé la nature de nos relations humaines. Le numérique a pris une place importante, mettant au second plan les relations humaines. Notre rapport au monde se modifie aussi. Ce qui se passe à l’autre bout du monde nous est connu immédiatement par les réseaux sociaux. L’espace et le temps se sont réduits. L’Église, suite au Concile Vatican II, peine à retrouver un nouvel équilibre dans son rapport au monde et est provoquée aujourd’hui à ajuster à nouveau son rapport au monde dans une société qui change très rapidement. Mais la société et l’Église au temps de St Yves connaissaient également des changements profonds. Le XIIIème siècle voit la société passer d’une société agricole à une société marchande avec le développement du commerce et des villes. Quant à l’Église, elle est dans un piteux état : le clergé est décadent, ne célébrant pas les messes pour lesquelles il touche de l’argent. Un grand nombre de clercs sont excommuniés pour des mœurs et des tenues indécentes. La justice fait bien souvent des distinctions entre les personnes en tenant compte des apparences, des richesses. Cette décadence généralisée explique l’aspiration profonde du Peuple de Dieu à avoir des pasteurs qui soient des saints. St Yves nous apporte ici une première lumière : dans un contexte de crise dans l’Église, de société qui se transforme, le peuple de Dieu a besoin de saints. Pas de nouvelles structures à inventer ou à rajouter à celles déjà existantes ; mais l’Église a besoin de cœurs saints, intègres.

Ainsi peut-on dire que St Yves a glorifié Dieu à travers toute sa vie. Il y aurait beaucoup à dire sur la sainteté de St Yves. Je relève trois axes importants au travers desquels il a glorifié Dieu. Tout d’abord, à la suite de l’Amour de prédilection de Jésus pour les pauvres, St Yves les a aimés, servis tout au long de sa vie. Édifié dès son plus jeune âge par ses parents qui les accueillaient à leur table pour les nourrir, St Yves accueillera toujours les pauvres, mettant de côté ce qu’on lui préparait à manger pour les nourrir d’abord. Lorsqu’il revenait au manoir natal, il continuait à pratiquer la charité. Mais c’est dans l’accomplissement de sa charge d’official, d’abord de Rennes puis de Tréguier, qu’il manifestât au plus haut point son amour des pauvres. À l’époque où la justice coûte cher et où beaucoup de pauvres ne peuvent envisager de se défendre, St Yves acceptera de les défendre gratuitement à la condition qu’ils soient réellement sans ressources et que leur cause soit juste.

Il a rendu gloire à Dieu également à travers son souci de la justice. Pour lui, il importait de faire la vérité dans une affaire avant de rendre justice. Puis, une fois celle-ci établie, il cherchait à ce que les deux parties s’accordent entre elles dans un souci de réconciliation. Si elles n’y arrivaient pas, il rendait justice très rapidement. Il contribuait ainsi à baser les vies sur la Vérité et sur la réconciliation, mettant en application la parole de Jésus : « Mets-toi vite d’accord avec ton adversaire pendant que tu es en chemin avec lui, pour éviter que ton adversaire ne te livre au juge, le juge au garde, et qu’on ne te jette en prison. » (Mt 25,5)

Enfin, je retiens de son exemple de vie qu’il se faisait toujours passer après les autres, mettant en application l’exemple de Jésus venu pour servir et non pour être servi. Son abnégation personnelle est à l’image de sa sainteté. Il jeûnait trois fois par semaine, ne mangeait que très pauvrement ; dormait par terre sur un peu de paille avec une couverture, laissant son lit à ceux qui en avaient besoin.

Au-delà de ces axes qui illustrent sa sainteté, il faut dire qu’il a été très apprécié lorsqu’il fut recteur de Trédrez puis de Louannec. Il visitait très régulièrement les malades, les personnes seules, les veuves, secourait les pauvres et, en étant fidèle à ses missions d’official, arrivait être tout à tous. À travers ce prêtre saint, les paroissiens ont vraiment eu l’impression que Dieu les visitait.

Frères et sœurs, Jésus nous a laissé son testament : « Comme je vous ai aimés, vous-aussi, aimez-vous les uns les autres. » Comment pouvons-nous concrètement mettre en œuvre le commandement nouveau de l’Amour dans notre vie ? Que pouvons-nous tirer de la vie de St Yves pour nous aider à glorifier Dieu dans notre propre vie ?

Je vous propose trois points d’attention. Nous pouvons d’abord aimer les autres comme Dieu nous a aimés en recherchant en toute chose, parole, acte, d’abord le bien de l’autre avant le nôtre. Nous avons vu comment Saint Yves s’oubliait lui-même pour faire passer les autres avant lui. C’est une manière de vivre le mystère pascal de Jésus : mourir à notre moi pour faire passer l’autre avant. Nous pouvons aussi contribuer au salut de l’autre en nous mettant à son service. Non pas en donneur de leçons ni avec une attitude supérieure, mais en nous mettant au service de l’autre, humblement. Enfin, nous pouvons manifester l’Amour de Dieu en mettant en œuvre dans notre vie le pardon : le pardon à demander, le pardon à offrir, le pardon à accueillir. Il ne vous aura pas échappé que Jésus donne ce commandement nouveau au moment où Judas quitte la table pour Le trahir. Jésus offre déjà le pardon à Judas qui le trahit ; mais nous savons que celui-ci n'acceptera pas le pardon de Jésus et ira se pendre. En cette fête du pardon de Saint Yves, saisissons l’occasion de nous réconcilier les uns envers les autres. Ainsi, nous manifesterons l’Amour de Dieu entre nous et la puissance de la Résurrection.

Que Saint Yves nous aide à glorifier Dieu dans notre vie et à Le rendre accessible à tous ceux qui ne Le connaissent pas ou qui en sont éloignés. Amen !

40 vues

Posts récents

Voir tout