top of page
Actualités de la paroisse: Blog2

Homélie du Pardon de St Yves



Texte breton pour commencer, traduction française plus bas.


+

 Pardon Sant Erwan

 « Ha bremañ setu amañ frouez ar Spered : Karantez, levenez, peoc’h, pasianted, hegarated, madelez, feiz, douster, reizder ar vuhez. »

 

Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen,

 

            En em vodañ a reomp er beure-mañ evit lidañ Sant Erwan an deiz ma lid an Iliz ivez Gouel ar Pantekost ma kas an Aotrou Doue ar Spered Santel war an Iliz. Gant skêrijenn Gouel ar Pantekost, sellomp ouzh buhez Sant Erwan ; leuniet eo e vuhez eus ar Spered Santel. An arouez zispar a zo ar santelezh anavezet da gentañ gant an Tregeriz ha da c’houde gant an Iliz. Sant eo bet Sant Erwan peogwir en deus lakaet bevañ ennañ donezonoù Doue ha peogwir en deus bevet en un doare rik o klask e pep tra ar wirionez hag ar garantez.

 

Plijout a rafe din gwelout ganeoc’h peder frouezhenn e buhez Sant Erwan. Da gentañ : ar Wirionez. Ofisial e Roazhon, goude-se e Landreger, kure ar barrez Tredraezh ha Louannec, avokad, e klaske atav da gentañ ar wirionez en aferoù a oa fiziet gantañ. An dra gentañ e oa a rae : « E pep aferoù e klaske atav ar wirionez. Pa en doa he c’havet, e save en ur difenner-flamm eus ar justiz, o rentañ da bep hini e reizh, hep dalc’hen kont eus perzh an dud.” a lavar deomp unan eus an testenierien ar Prozes ar Santelezhadur. Ur poz e werz a lavar : « Pa douge eur varnedigezh / ec’h heulie mad ar wirionez / rag barn a rae herve Doue / hep zellet ouzh nep digare. » Evit Sant Erwan, servijout ar wirionez a zo servijout Doue ha rein gloar da Zoue peogwir e lavaro e-unan Jezuz eo “an Hent, an Wirionez hag ar vuuhez”. Alies e veze gwelet Sant Erwan o lidañ an Oferenn santel a-raok un afer a zouge o klask e-kichen ar Wirionez, Doue, ar respond just. An dud a gare anezhañ rak e vuhez a ziskoueze ar pezh a gelenne. Gwelout a reomp mat hiziv na pegen fall ha gwallus eo ar gwall-skouerioù e vuhez an Iliz hag e servijerien. Netra e vuhez Sant Erwan, nemet skouer-vat.

 

            An eil vertuz a welan ganeoc’h a zo ar justis. Skouer buhez Sant Erwan a ziskouez deomp penaos e tever ar justis eus ar wirionez. Ur wech en doa kavet Sant Erwan ar wirionez en un afer, e rente ar justis. Ar justis a zeu eus ar wirionez. Evel Doue e rente Sant Erwan ar justis dre ma en em zerc’hel an dud : « Hervez an doare m’ho po barnet e vezoc’h barnet c’hwi ivez ! » ( Mz 7, 2) a lavar deomp Jezuz. Reiñ a ran ur skouer c’hoarzhus. Dont a ra un den pinvidik, brudet, da wellout Sant Erwan evit e rent ar justis peogwir e teu un den paour bemdez dirak e gegin hag e mag eus c’hwezh ar boued a boazh. Rentañ a raio Sant Erwan ar justis ha diskeriañ a raio eo degemeradus klemm an den pinvidik. Soñjal a rae’ta ar goulenner gounit e afer. Kemer a ra neuze Erwan ur pezh ha lakaat a ra tintal anezhañ da zivskouarn ar goulenner en ur lavarout dezhañ : “ Ar son a bae ar c’hwezh; avel eo en deus kemeret an den-mañ; paean a ran gant ar memes dra.” Ne rae Sant Erwan diforc’h ebet etre an dud evit rentañ ar justis.

 

 

An trede vertuz a lakaan war well eo an adunvanidigezh. Aze e tostaomp moarvat ouzh ar peurvad kristen. N’eo ket anv hepken bezañ just, hogen an dud a zivroc’hont, da lavarout eo a adlakaont etrezo ar peoc’h hag ar garantez. Gwellout a reomp mat amañ ar pezh a zeg gar feiz kristen ouzhpenn evit diskoulmañ evel en deus graet Jezuz o vervel war ar groaz hag a c’houlenn e Dad ar pardon evit e vourevien. Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen, peseurt adunvanidigezh a glaskomp, penaos e vevomp gant ar re hon eus bet dizemglevioù ganto ? Peurliesañ e tibabomp chom en ur vod douetus met er memes amzer klouar pe griz.

 

            An trede vertuz-mañ a gas ac’hanomp d’an diwezhañ a wellan ganeoc’h : ar garantez. Jezuz, dre skouer e Vuhez, an Iliz war e-heul, a gelenn deomp e kas da benn ar garantez ar jutis. Sed aze en deus bevet Sant Erwan. En em ziskouez a ra e garantez uhel en doare bevañ paour en deus dibabet, hag ivez e bri ar veorien hag e zigoust en doa evit o difenn. Evitañ e oa ret hepken div ziferadenn : ar c’hlemmer a zlee bezañ paour hag e gaoz a zlee bezañ just. Ur wech nevez, selaouomp e Werz : « « Na oa ket hepken barner mad / Zant Ervoan oa c’hoaz avokad / Kaoz a bevien a zifenne / hep goulenn netra digante. »

 

            Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen, buhez Sant Erwan a ziskouez deomp na pegen digor e oa  d’ar frouezh eus ar Spered Santel ha penaos o deus treuzfurmet e vuhez o lakaat da sevij d’ar re all, ha dreist-holl d’an dud baourañ, donezonoù en doa roet dezhañ an Aotrou Doue. Ra sikour hor sant patron ac’hanomp da zegemer donezonoù Doue, da lakaat da servij d’ar re-all ; setu penaos e teu hor buhez sant. Amen !

 

 

  



+

Pardon de St Yves

« Mais voici le fruit de l’Esprit : amour, joie, paix, patience, bonté, bienveillance, fidélité, douceur et maîtrise de soi. »

 

Chers Frères et sœurs,

 

            Nous nous retrouvons ce matin pour fêter St Yves de manière un peu particulière puisque son pardon tombe en même temps que la fête de la Pentecôte où Dieu envoie son Esprit sur l’Église. À la lumière de la fête de la Pentecôte, je voudrais vous inviter à regarder la vie de St Yves comme étant une vie sous la mouvance de l’Esprit-Saint. Le signe le plus éminent en est la sainteté, reconnue tout d’abord par les Trégorois puis rapidement par l’Église. St Yves a été saint parce qu’il a mis en œuvre les dons que Dieu lui avait donnés et qu’il a vécu droitement cherchant en toute chose la vérité et la charité.

 

            Je voudrais reprendre 4 fruits de l’Esprit-Saint dans la vie de St Yves. Tout d’abord, la Vérité. Official à Rennes, puis à Tréguier, curé de paroisse à Trédrez puis à Louannec, avocat, il recherchait en premier la vérité dans les affaires qui lui étaient confiées. C’était la première chose qu’il faisait : « Dans chaque affaire, il recherchait soigneusement la vérité. Quand il l’avait trouvée, il s’érigeait en ardent promoteur de la justice, rendant à chacun son droit, sans jamais tenir compte de la qualité des gens en cause. » nous rapporte un des témoins lors du Procès de canonisation. Une strophe de sa Gwerz le dit : « Pa douge eur varnedigezh / ec’h heulie mad ar wirionez / rag barn a rae herve Doue / hep zellet ouzh nep digare. » Pour St Yves, servir la vérité c’est servir Dieu et rendre gloire à Dieu puisque Jésus dira Lui-même qu’il est « le Chemin, la Vérité, la Vie. » Il n’était pas rare de voir St Yves célébrer la messe avant une affaire qu’il devait trancher, cherchant auprès de la Vérité la juste réponse. Il a été particulièrement apprécié parce que sa vie manifestait ce qu’il enseignait et ce dont il vivait. Nous voyons aujourd’hui combien les contre-exemples dans la vie de l’Église et de ses serviteurs sont préjudiciables à l’Église et à sa mission. Rien de tout cela chez St Yves.

 

            La deuxième vertu que je reprendrais est celle de la justice. L’exemple de la vie de St Yves nous montre comment la justice découle de la Vérité. Une fois que St Yves avait trouvé la vérité dans une affaire, il rendait justice. La justice découle de la vérité.  Mais tout comme Dieu, St Yves rendait justice à la mesure du comportement des hommes : « La mesure dont vous vous servez servira aussi pour vous » nous dit Jésus. Je vous donne un exemple assez drôle. Un homme riche, considéré, vient trouver St Yves et demande qu’on lui rende justice parce qu’un pauvre vient tous les jours devant sa cuisine et se nourrit de l’odeur des mets qui cuisent. St Yves va rendre justice et déclare que la plainte du riche est tout à fait recevable. Le demandeur pensait donc avoir gain de cause. Yves prend alors une pièce de monnaie et la fait tinter aux oreilles du demandeur en lui disant : « Le son paye l’odeur ; c’est du vent que cet homme a pris, duquel même je vous paye. »

St Yves ne faisait aucune distinction entre les personnes pour rendre justice.

 

            La troisième vertu que je reprends est celle de la réconciliation. Ici nous approchons certainement d’une certaine forme de la perfection chrétienne. Il ne s’agit pas seulement d’être juste, mais que les personnes se réconcilient, c’est-à-dire, rétablissent en eux la charité. On mesure ici ce que la foi chrétienne apporte en plus à la résolution d’un différend, à la suite de Jésus qui, mourant sur la croix, implore le pardon pour ses bourreaux. Frères et sœurs, quelle réconciliation cherchons-nous, vivons-nous avec ceux avec qui nous avons eu des différends ? Bien souvent une respectueuse indifférence occupe la place.

 

            Cette troisième qualité nous amène à la dernière vertu que je reprends qui est celle de la charité. Jésus par son exemple de vie, l’Église à sa suite, nous apprend que la charité accomplit la justice. C’est ainsi qu’a vécu saint Yves. La qualité de sa charité s’est illustrée dans le style de vie pauvre qu’a adopté notre saint, mais aussi dans l’estime des pauvres et la gratuité qu’il mettait en œuvre pour les défendre. Pour lui, deux conditions étaient nécessaires : que le plaignant soit pauvre et que sa cause soit juste. À nouveau, je cite sa Gwerz qui lui rend hommage : « Na oa ket hepken barner mad / Zant Ervoan oa c’hoaz avokad / Kaoz a bevien a zifenne / hep goulenn netra digante. »

 

            Frères et sœurs, la vie de St Yves nous montre combien il était ouvert aux fruits de l’Esprit-Saint et combien ces derniers ont transformé sa vie en mettant au service des autres, et en particulier des plus pauvres, les dons que Dieu lui avait donnés. Que notre saint patron nous aide à accueillir les dons que Dieu nous fait, à les mettre au service des autres ; c’est ainsi que notre vie deviendra sainte. Amen !

 

 


28 vues

Posts récents

Voir tout

Comments


Ancre 1
bottom of page