Homélie du Pardon de Saint Yves ( Pardon Sant Erwan)

+
Pardon Sant Erwan
Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen,
A-raok kuitaat hor bed, en deus pedet Jezuz evit pep hini ac’hanomp. Ni holl, hag a vevomp en e c’houde, omp danvez e bedenn. Ha pal e bedenn eo e vevomp eus ar vuhez peurbadel, da lavarout eo, e c’hellomp karout Doue penn da benn, hep ehan, ha bevañ anezhañ ha gantañ. Prientiñ a ra ar vuhez peurbadel diwar vremañ dre hon doare da vevañ. Gant komzoù Jezuz en Aviel ha gant skouer Sant Erwan e prederiimp diwarbenn an doare e kasomp hor buhez.
« Roet am eus gloar dit war an douar, kaset em eus da benn al labour az poa fiziet ennon.” Ra c’hellimp pep hini ac’hanomp, evel Jezuz, lavarout da Zoue e fin hor buhez : “Va Doue, roet em eus dit gloar ! » pa oan tad tiegezh, gwaz, mamm tiegezh, mestrezskol, klañvdiourez, mezeg, beleg, lean, tad-kozh, mamm-gozh pe c’hoazh em labour. N’eus nemet kaoz d’ober mat e labour, hogen ivez da reiñ gloar da Zoue, da lavarout eo, da ziskouez anezhañ dre ma ober, ma stad buhez. Skouerius eo hor buhezioù dre ar vertuzioù e tiskouezomp. En o-zouez eo pouezus teir vertuz en deus Sant Erwan lakaet en e vuhez war-lec’h Jezuz : ar justiz, ar wirionez hag ar garantez. Ur skouer a zo awalc’h. Pa rente Sant Erwan ar justiz evel barner, e felle dezhañ da gentañ gouzout ma oa ar gaoz a zispleger dezhañ reizh. Ma oa just an afer ha ma oa sur eus an dra-mañ, e tifenne ar gaoz evit netra. Ennañ e oa asambles ar justiz hag ar wirionez. An unaniezh etre ar justiz hag ar wirionez a zo kreñvoc’h ha gwelloc’h pa eo puñset ar vertuzioù-mañ eus ar stivell eo Doue. Evel ar vertuzioù dreist-natur eo ar garantez ar vertuz vrasañ eus ar vertuzioù-mañ hag a gas da benn ar justiz hag ar wirionez. Ar garantez a vount ac’hanomp d’en em reiñ hep kontañ, hep diferadenn, evit an holl. Jezuz a ro gloar da Zoue en ur reiñ dezhañ penn da benn hag en ur ziskouez deomp betek ez a karantez Doue. E deiz-mañ ar pardon, en em c’houlenn a reomp ma reomp an oberoù fiziet deomp dre garantez evit Doue. Peseurt karantez e vevomp ? Evel Jezuz en deus bevet Sant Erwan ar garantez-mañ lemm betek en em reiñ penn da benn d’an all ha betek en em ankounac’haat e-unan. Daoust ha ne glaskomp ket atav un neubeut hor mad pe ar gwalc’h hor c’harantez hon-unan en draoù a reomp ?
Kenderc’hel a ra Jezuz da reiñ gloar d’e dad evit ar gefridi en deus kaset da benn :
« Disklêriet em eus da anv d’an dud. » emezañ. Disklêriet en deus anv Doue d’an dud
Peogwir eo Doue ha, evel ma lavar da Fulub : « An hini a wel ac’hanon a wel an Tad.”
Ar gomz-mañ a c’houlenn diganeomp diwar-benn hor buhez pedenn. A-benn diskouez Doue d’ar bed, ret eo deomp bezañ leuniet gantañ, bevañ anezhañ. An dra-mañ a zo posubl dre ar bedenn. Kalz e pede Sant Erwan : feal d’e vreviel ha d’e gargoù, e pede pell amzer e-unan war hentoù Bro-Dreger pa oa o weladenniñ e barrezidi eus Tredraezh pe Louannec, pe c’hoazh pa ez ae evit mont da blediñ. Ar bedenn a aotre dezhañ selaou ar pezh a lavare, a guzulie dezhañ Doue ; aotren a rae dezhañ bezañ benveg Doue tra ma e save unaniezh e vuhez. Eus hon tu hon eus atav da wiriañ eo hor bedenn ur gejadenn wir gant Doue ha n’eo ket un unangomz e lavaromp da Zoue ennañ ar pezh a oar dija eus bor buhez. Ma karomp e vo hor bedenn frouezhus, e c’hell bezañ ur gejadenn gant Doue.
Disklêriet en deus Sant Erwan anv Doue d’an dud ivez dre an unaniezh etre e feizh hag e vuhez pemdeziek. Evel ma oa ar gevredigezh e veve enni kristen, eo pouezus an unaniezh-mañ buhez evit an testeni a zougomp. Hirie n’eo ket mui kristen hor c’hevredigezh ha bountañ a ra da zisrannañ ar feiz eus un tu hag ar vuhez eus un tu all. Met, ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen, an den a zou nan ha dirannus. Arabat eo kuzhat hor feiz e anv al laikelezh. Komprenet mat e c’hell aotren ha diwall al laikelezh displegadeg ar feiz. Ra sikour ac’hanomp skouer Sant Erwan da ziskouez hor feiz evel e raimp goude gant ar brosesion. Ra ziskouezo hon oberoù, hor c’homzoù, douret ha maget gant hor feiz, anv Doue a vev ennomp. Met hon diwallit, ne vo ket posubl an dramañ hep ur vuhez diabarzh gant Doue.
A-benn ar fin e ro Jezuz gloar da Zoue peogwir eo meulet en e ziskibien. Evit gwir e vev Jezuz en e ziskibien. Breudeur ha c’hoarezed, kefridi an Iliz eo da ziskouez e vev Jezuz enni ha drezi e c’heller anavezout Jezuz. Ret eo deomp anzav ne vez ket aes bemdez, n’eo ket hepken en traoù a welomp en Iliz, met ivez e pep hini ac’hanomp. Stad an Iliz hiziv, gant ar gwallskouerioù a zo deut er-maez met ivez gant pleustr ar feiz a gil ha gant an digristenidigezh, a gas ac’hanomp da verzout evel ur mall ar galv d’ar santelezh. Kent kaout frammoù nevez, santoc’h ha gwelloc’h, he deus ezhomm an Iliz dreist-holl sent nevez. E mareoù diaes he deus bevet an Iliz, en deus lakaet Doue atav erruout sent nevez o deus adlavaret da bobl Doue e oa amañ Doue a gar an dud. Bevet en deus Sant Erwan en ur c’hantved e kreizh e vrud : ekonomek, sokial, poblañs, politikel, relijiel. Er c’hantved-se eo, eo bet gwelet dont er bed urzhioù bras an aluzen a lavaromp deomp ar galv d’ar baourentez hervez an aviel. Enrollet en deus Sant Erwan en emsav-mañ, en ur zisrizañ ar binvidigezh, en ur reiñ an holl draoù en doa hag en ur lavarout deomp ur wech nevez pegen tost emañ Doue a zo deut paour evit mont daavet ar beorien ma’z om
Ma breudeur ha ma c’hoarezd kristen, goulennomp digant hor sant patron Sant Erwan ar c’hras hol lakaat bezet o chom ha treuzfurmet gant Doue ha goulennomp digantañ lakaat da dalvezout en hor buhez ar vertuzioù a justiz, a gwirionez ha ar garantez evit reiñ gloar da Zoue. Amen !
+
Pardon de St Yves
Chers Frères et sœurs,
Avant de quitter notre monde, Jésus a prié pour chacun de nous. Tous, même nous qui vivons après Lui, tous nous sommes l’objet de sa prière. Et le but de sa prière, c’est que nous vivions de la vie éternelle, c’est-à-dire, que nous puissions aimer Dieu totalement, sans fin et vivre de Lui et avec Lui. La vie éternelle se prépare dès ici-bas par notre manière de vivre. En partant des paroles de Jésus dans l’Évangile du jour et de l’exemple de St Yves, je vous propose de réfléchir sur la manière dont nous menons notre vie.
« Moi, je t’ai glorifié sur la terre en accomplissant l’œuvre que tu m’avais donné à faire. » Puissions-nous chacun, comme Jésus, pouvoir dire à Dieu au terme de notre vie : « Mon Dieu, je T’ai rendu gloire » en étant père de famille, époux, mère de famille, institutrice, infirmière, médecin, prêtre, religieux, grand-père, grand-mère, ou encore dans mon travail. Il ne s’agit pas seulement de bien faire son travail, mais de rendre gloire à Dieu, c’est-à-dire, Le révéler à travers mon action, mon état de vie. L’exemplarité de nos vies s’illustre à travers les vertus que nous manifestons. Parmi celles-ci, j’en relève trois importantes que St Yves a particulièrement mis en œuvre dans sa vie, à la suite de Jésus : la justice, la vérité et la charité. Un exemple suffit : lorsque St Yves rendait justice comme juge, il s’enquerrait tout d’abord de savoir si la cause qu’on venait lui présenter était juste ; si tel était le cas et qu’il en avait la certitude, il défendait la cause gratuitement sans rien demander. En lui, justice et vérité allaient ensemble. L’unité entre la justice et la vérité est plus forte et plus parfaite quand ces vertus sont puisées à la source qu’est Dieu. Comme pour les vertus théologales, la plus grande de ces vertus est la charité qui accomplit la justice et la vérité. La charité pousse à se donner sans compter, sans réserve, pour les autres. Jésus glorifie Dieu en se donnant totalement à Lui manifestant ainsi jusqu’où va l’Amour de Dieu. En ce jour du pardon, demandons-nous si nous accomplissons les œuvres que le Seigneur nous a confiées par amour. Quelle charité mettons-nous en œuvre ? Comme Jésus, St Yves a vécu la radicalité de cette charité au point de se donner totalement aux autres en s’oubliant luimême. Ne cherchons-nous toujours pas un peu notre intérêt ou la satisfaction de notre amour propre dans ce que nous faisons ?
Jésus continue à rendre grâce à son Père pour la mission qu’il a accomplie : « J’ai manifesté ton nom aux hommes. » continue-t-Il. Il a manifesté le Nom de Dieu aux hommes parce qu’Il est Dieu et, comme il le dit à Philippe : « Celui qui me voit voit le Père. » Cela pose la question de notre vie de prière. Pour manifester Dieu au monde, il faut en être rempli, vivre de Lui. Or cette habitation passe par la prière. St Yves priait beaucoup : fidèle à son bréviaire et à ses offices, il priait longuement seul sur les routes du Trégor quand il allait visiter ses paroissiens de Trédrez ou de Louannec, ou encore lorsqu’il se déplaçait pour aller plaider. La prière est ce qui lui permettait d’écouter ce que Dieu lui disait, lui conseillait, elle, lui permettait d’être l’instrument de Dieu en même temps qu’elle lui garantissait l’unité de sa vie. Nous avons de notre côté à toujours vérifier que notre prière soit une véritable rencontre avec Dieu et non un monologue où nous disons à Dieu ce qu’Il sait déjà de notre vie. Pour que notre prière soit féconde, elle doit être une rencontre avec Dieu.
St Yves a manifesté le Nom de Dieu aux hommes de son temps également par l’unité entre sa vie de foi et sa vie de tous les jours. Même la société dans laquelle il vivait était chrétienne, cette unité de vie est importante pour le témoignage que nous portons. Aujourd’hui, notre société n’est plus chrétienne et elle tend à séparer la foi d’un côté et la vie de l’autre. Mais, Frères et sœurs, l’être humain est un et non divisible. Notre foi n’a pas à être cachée au nom de la laïcité. La laïcité, bien comprise, doit permettre et protéger l’expression de la foi. Puisse l’exemple de vie de St Yves nous aider à assumer notre foi, comme nous le ferons tout à l’heure avec la procession. Que nos actes, nos paroles, irrigués et nourris par notre foi, révèlent le Nom de Dieu qui nous habite. Mais attention, ceci ne sera pas possible sans une vie intérieure habitée par Dieu.
Enfin, Jésus rend gloire à Dieu parce qu’Il est glorifié en ses disciples. C’est-àdire que Jésus vit en ses disciples. Frères et sœurs, c’est en fait la mission de l’Église, de manifester que Jésus vit en Elle et qu’à travers elle, on doit pouvoir reconnaître Jésus. Il faut reconnaître que ce n’est pas tous les jours facile non seulement dans ce que l’Église nous donne à voir, mais aussi en chacun de nous. La situation actuelle de l’Église, avec les scandales qui sont sortis, mais aussi avec le recul de la pratique de la foi et de la déchristianisation, nous font ressentir comme urgent l’appel à la sainteté. Avant d’avoir de nouvelles structures, plus saintes, plus performantes, l’Église a surtout besoin de nouveaux saints. Dans toutes les périodes difficiles qu’elle a vécues, Dieu a toujours fait surgir des saints qui ont redit au peuple de Dieu la présence aimante de Dieu. Saint Yves a vécu dans un siècle d’une grande prospérité : économique, sociale, démographique, politique, religieuse. C’est notamment au cours de ce siècle que l’on voit apparaître les grands ordres mendiants, redisant l’appel à la pauvreté évangélique. St Yves s’est inscrit dans ce mouvement, méprisant la richesse, donnant tout ce qu’il avait et redisant la proximité de Dieu qui s’est fait pauvre pour rejoindre les pauvres que nous sommes.
Frères et sœurs, demandons à notre saint patron St Yves la grâce de nous laisser habiter et transformer par Dieu et de mettre en oeuvre dans notre vie les vertus de justice, de vérité et de charité pour rendre gloire à Dieu. Amen !