Rechercher
  • Paroisse Saint Louis

Homélie du Pardon de Saint Yves


+

Pardon Sant Erwan


N’int ket eus ar bed, evel n’on ket, me, kennebeut, eus ar bed.”



(Traduction en dessous)

Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen,

En un amzer disheñvel emaomp bremañ : gant Gouel ar Yaou Bask eo pignet adarre Jezuz d’an neñv hag e lez e ebestel o-unan, hag e poulz anezho d’ober anaoudegez gant o faourentez, o bevennoù, o aon dirak ar bed evit o c’has da c’hoantaat resev Promesa Jezuz : ar Spered-Santel. Emañ ar Spered Santel ar sikour brasañ evit hon buhez gristen hag evit mision an Iliz. Ur sikour all avat ez eus, roet gant an Aotrou Doue, hag a zeu d’hon harpañ ha d’hon broudañ en hon buhez gristen : hini ar Sent eo, donezonoù Doue. Ar Sent a ro tro deomp da zamweled un dra bennak eus Doue, eus e vraster, eus e santelezh. Ganto e tost ouzhomp hag e teu aes Doue. Ganto eo diskouezet Karantez ha Trugarez Doue evidomp. Hiziv e trugarekaomp Doue evit buhez Sant Erwan. Dre e vuhez eo deut Doue da c’hounid or c’halon en XIIIved Kantved evel e XXIved Kantved.

Aviel an deiz-mañ a zach hon evezh ouzh hon stad a ziskibl : “ Da gomz am eus roet dezho, hag ar bed e-neus kemeret kas outo, abalamour n’int ket eus ar bed.” Diskibl Jezuz a vev er bed hep bezañ d’ar bed. Ne vez ket bepred ar stad-mañ, ken dibar, aes da vevañ, nag evidomp, nag evit an Iliz. Bevet en deus ivez Sant Erwan an dra-mañ. Er bed e veve, ar bed a gare, met e sache an holl a oa tost outañ en tu-hont d’ar bed, o c’has anezho da Doue hag o rentañ Doue amañ. Ar pezh a sko ac’hanomp en e vuhez eo vertuzioù an aviel en deus gouezet implijout.

Dedennet gant Speredelezh Fransez Asiz, en deus bevet ar baourentez hervez an aviel, en ur bevañ eeunus, hag en ur kemer un doare bevañ paour. Evel diskibien Sant Fransez Asiz, ne zouge nemed ur roched stoup war e groc’hen hag ur sae izel briz war c’horre gant diou lêrenn war e dreid. N’en em walc’h ket ; kousket a ra war an douar gant ur maen evit pennwele. Yun a ra tri devez er sizhun diwar bara ha dour (da verc’her, da wener ha da sadorn) hag an deizioù all ne zebr nemed ur pred. Digas a ra soñj eus giz gozh menec’h-ermited kelt o doa lakaet da vezañ kristien an douaroù-mañ breizhek kantvedoù bennak kent.

Ar baourentez a gemer evit giz a vuhez a zo sin e emnac’h, met dreist-holl eo an doare da vont davet ar beorien. Dont a ra da vezañ ur garantez wirion. Evel-se e bloaz 1291 e tigor e vaner Kervarzin d’ar re bouarañ a zeu da zebriñ ouzh e daol. Skouer e garantez a zo degaset da soñj en ur c’houblad eus e gantik : « Ha d’ar beorien gaez, ha d’an dud a boan / Nann, n’eus ket gwelloc’h eget Sant Erwan. »

Ur vertuz all eus an aviel a ziskoueze o vezañ bepred o chom gant an Aotrou Doue : skiant lemm ar justis. Ofisial da gentañ e eskopti Roazhon ha da c’houde e eskopti Landreger, e rente ar reizh hep derc’hel kont eus ar privilajoù hag o harpañ atav eus e wellañ ar paour. Adarre e kan ar c’hantik anavezet mat : « N’eus ket kaeroc’h, skouer d’an dud a lezenn, evit Sant Erwan, skouer ar veleien. » En ur bed e-lec’h pep hini ac’hanomp a anavez alies an direizhder, e lavar deomp Sant Erwan ur wech c’hoaz pegen reizh eo Doue.

Hiziv, en XXIvet Kantved, e kreiz ar c’hleñved-red a anavezomp, e teu adarre Sant Erwan d’ober hent ganeomp ha d’hon degas Doue. Paourentezioù nevez ha niverus a zeu war-wel : paourentezioù social, denel, speredel, relijiel, e darempredoù. Sant Erwan a zeu evit lavarout deomp emañ Doue en hor c’hichenn, e karg ac’hanomp eus e garantez hag e tomm hor c’halonoù c’hoazh kraouiet : “Pegen mat pediñ, pa vez poan-spered / e-lec’h ma pedas ar sant binniget.” a lavar deomp c’hoazh e gantik.

Eñ, n’en deus morse kontet e gammedoù evit rentañ ar reizh, evit gweladenniñ tud e barrez, a lavar deomp adarre eo a-bouez mont da welout hor breudeur ha c’hoarezed o-unan, o-unan-penn zokén, nec’het, evit piou eo deuet Doue da vezañ pell pe n’eus ket anezañ zokén. Pediñ a ra ac’hanomp ivez Sant Erwan da vezañ reizh en hor buhez, en oberoù ar bihanañ eus hor buhez. Evel-se e c’hellimp diskouez karantez Doue evit an holl. Gouel laouen Sant Erwan d’an holl, Amen !

TRADUCTION +

Pardon de St Yves


« Ils n’appartiennent pas au monde, de même que moi, je n’appartiens pas au monde. »

Chers frères et sœurs,

Nous sommes entrés dans une temporalité bien particulière : avec l’Ascension, Jésus est remonté au Ciel et Il laisse ses Apôtres seuls, les poussant à faire l’expérience de leur pauvreté, de leur limite, de leur peur par rapport au monde pour les conduire à désirer recevoir la Promesse de Jésus : l’Esprit-Saint. L’Esprit-Saint est la plus grande aide pour notre vie chrétienne et pour la mission de l’Église. Mais il y a une autre aide, donnée par Dieu, qui vient nous soutenir et nous stimuler dans notre vie chrétienne : il s’agit des saints, dons de Dieu. Les saints nous permettent d’entrevoir quelque chose de Dieu, de sa grandeur, de sa sainteté. Ils nous rendent Dieu accessible et proche. Ils manifestent l’amour et la miséricorde de Dieu pour nous. Aujourd’hui, nous rendons grâce pour la vie de St Yves. A travers lui, Dieu est venu nous toucher au XIIIème siècle comme au XXIème.

L’Évangile du jour attire notre attention sur notre condition de disciple : « Moi, je leur ai donné ta parole, et le monde les a pris en haine, parce qu’ils n’appartiennent pas au monde. » Le disciple de Jésus vit dans le monde sans appartenir au monde. Cette condition si particulière n’est pas toujours facile à vivre, ni pour nous, ni pour l’Église. C’est aussi ce qu’a vécu St Yves. Il vivait dans le monde, il aimait le monde, mais il attirait tous ceux qui le côtoyaient au-delà du monde, les amenant à Dieu et rendant Dieu présent. Ce qui nous frappe dans sa vie, ce sont les vertus évangéliques qu’il a su mettre en œuvre.

Attiré par la spiritualité franciscaine, il a vécu la pauvreté évangélique, vivant simplement, puis adoptant un mode de vie pauvre. À la suite des Franciscains, il n’était vêtu que d’une robe de bure et de sandales ; il ne se lave pas, dort par terre avec une pierre pour oreiller. Il jeûne 3 fois par semaine, et les autres jours ne prend qu’un repas. Il rappelle le mode de vie des moines-ermites celtes qui avaient christianisé ces terres bretonnes quelques siècles auparavant.

La pauvreté qu’il adopte est une manifestation de l’abnégation dont il est capable, mais elle est aussi surtout l’occasion de rejoindre les plus pauvres. Elle devient le lieu d’une véritable charité. C’est ainsi qu’en 1291 il ouvre son manoir de Kermartin aux plus pauvres qui viennent manger à sa table. Sa charité exemplaire est rappelée dans un couplet de son cantique : « Ha d’ar beorien gaez, ha d’an dud a boan/ Nann, n’eus ket gwelloc’h eget Sant Erwan. »

Une autre vertu évangélique manifestait son habitation divine : le sens aigü de la justice. Official d’abord dans le diocèse de Rennes, puis dans celui de Tréguier, il rendait la justice sans tenir compte des privilèges et soutenant toujours de préférence le pauvre. À nouveau, le cantique bien connu chante sa vertu : « N’eus ket kaeroc’h, skouer d’an dud a lezen, evit Sant Erwan, skouer ar velein. » Dans un monde où chacun d’entre nous fait souvent l’expérience de l’injustice, Saint Yves nous rappelle combien Dieu est juste.

Aujourd’hui, au XXIème siècle, dans le contexte épidémique que nous connaissons, Saint Yves vient à nouveau nous rejoindre et nous apporte Dieu. De nouvelles et nombreuses pauvretés apparaissent : pauvretés sociales, humaines, religieuses, relationnelles. St Yves vient nous redire la proximité de Dieu, nous comblant de son Amour qui réchauffe nos cœurs encore confinés. « Pegen mat pedi, pa vez poan-spered / e-lec’h ma pedas ar sant binniget. » nous redit son cantique. Lui qui n’a jamais compté ses pas pour rendre la justice, pour visiter ses paroissiens, il nous redit l’importance d’aller visiter nos frères et sœurs seuls, isolés, inquiets, pour qui Dieu est devenu une réalité ou bien lointaine ou bien inexistante. St Yves nous invite également à être juste dans notre vie, dans les actes les plus petits de notre vie. C’est ainsi que nous pourrons manifester la charité de Dieu pour tous. Belle fête de St Yves à tous, Amen !

27 vues

Posts récents

Voir tout