Homélie du 14ème Dimanche du temps ordinaire

Pardon de St Pierre en Plounevez-Moëdec



+

14vet Sul

Pardon Sant Pêr e Plounevez-Moëdec

« En amzer-se, goude bezañ dibabet daouzeg ha tri-ugent eus e ziskibien, e kasas Jezuz anezho, daou-ha-daou, en e-raok, da vont e gement kêr ha kement lec’h en doa e-unan da vont. »



La traduction française se trouve plus bas dans la page




Ma breudeur ha ma c’hoarezet kristen,

Al lennadennoù kinniget ar Sul-mañ a zo ur bedadenn da soñjal en doare da lakaat an dud da zizoleiñ Jezuz-Krist er bed a-vremañ. Gwir eo n’eo ket ken hor bed hiziv troet ouzh Doue. Plijout a rafe din hiziv komz deoc’h eus an dud o deus kaset ar C’heloù-Mad d’hor bro, da skouer Sant Ourzhan, Sant Laouenan, Sant Melar, Sant Melen e bro Plounevez-Moedeg e lec’h ma vin warc’hoazh, Sant Tugdual, Santez Levenez e bro Lannuon.

Evit bezañ efedus eo pouezus da gentañ bezañ tud Doue, teurel evezh ouzh e vuhez kristen. An holl sent o deus kaset ar feiz d’hor bro a oa tud Doue. Penaos o deus graet? Deut int a-benn da dreiñ ouzh Doue ar Paganiz dre skouer o buhez frouezhus. Peseurt den Doue on ? Ar bedenn, ar Sakramantoù, ar vuhez en Iliz a zo an tri foent pouezusañ evit ur c’hristen. Setu ar goulennoù a zo mat evidomp : daoust hag pediñ a ran bemdez? Daoust ha klask a ran selaou Doue ha daoust ha respont a ran dezhañ?

Daoust ha feal on d’an oferenn bep Sul? Daoust ha lakaat a ran an oferenn e touez an traoù pouezusañ evit an dibenn-sizhun? Daoust ha mont a ran da gofez? Ober pinijenn a oa un elfenn a-bouez eus ar feiz kristen kelt. En ober a rae bemdez ar menec’h hag ar veleien o deus savet hor parrezioù. Hon tadoù o deus krouet hon eskoptioù, hor parrezioù a oa leun o c'halon gant speredelezh gristen iwerzhonat. Pouezus e oa er speredelezh-mañ, ar stourm a-enep ar pec'hed, ar yun, an dioueroù, ar pirc'hirinajoù. Hiziv, me oar mat n'eo ket degemeret mat ha gwelet mat an doareoù-se d'ober. Ha koulskoude e welomp o frouezhioù a zo erruet betek ennomp. Evel just, sklaer eo en deus cheñchet an doare da vevañ ar binijenn a-hed an amzer. Koulskoude e sikour kalz ar binijenn evit treiñ hor buhez etrezek Doue. Gant an amzer ez eus bet roet nebeutoc'h a blas da gofez ha d'ar binijenn er parrezioù. Setu perak n'eo ket ken don ha kreñv feiz ar gristenien hiziv.

A-benn ar fin, penaos e lakaan ar blas-gentañ d'ar garantez em buhez en Iliz? Daoust ha teurel a ran evezh ouzh ar re glañv? daoust ha mont a ran da weladenniñ anezho? Daoust ha sikour a ran anezho gant ma fedenn? Daoust ha skoazellañ a ran ar re a zo o poaniañ en o c'horf, en o c'halonoù hag en o spered? Hep ur vuhez gristen greñv, ne vo ket aes dastum frouezh dreist-holl en ur c'hantved m'emaomp pell eus Doue.

En ur sellout ouzh hor menec'h, hor penitiourien a zo deuet da avielañ hor bro, e welomp e treuzkasemp en un doare sklaer ar feiz resevet en ur brezegenniñ anv Jezuz. "En amzer-se (...) e kasas Jezuz anezho, daou ha daou, en e-raok, da vont e kement kêr ha kement lec'h en doa e-unan da vont" eme Sant Lukas en e Aviel. Kempenn an hent d'an Aotrou a zo pal ar misioner. Penaos ober? En ur avielañ ha kinnig d'an dud degemer Jezuz. Gant ar c'homzoù-se e ped Jezuz ac'hanomp d'en em soñjal war an doare da gemenn Jezuz. War wanaat eo bet treuzkas ar feiz ar bloavezhioù diwezhañ. Da gentañ peogwir e oa kristen hor bro hag ar gevredigezh a-gozh ha ne oa labour ebet d'ober; eus tu all peogwir e oa deuet ar feiz da vezañ prevez muioc'h-muiañ. Diverket eo bet ar feiz eus an dachenn foran. Da skouer e oa difennet an oferennoù e-pad ar c'henfinañ kentañ. A-hend-all o deus kollet ar gristenien ar poell en o doare da vevañ o feiz. Da skouer e tibab ar gerent badeziñ o bugale ha goude-se e leuskont anezho da vont pe get d'ar C'hatekiz.

N'eo ket souezhus ne vefe ket bet treuzkaset ar feiz. Ma fell deomp lezel ur bugel dieub, leuskomp anezhañ da zibab ar badiziant gant ar C'hatekiz da heul. N'eo ket a-walc'h reiñ ur Sakramant. Ret eo kinnig ivez an hentoù da vevañ gantañ. Ar C'hatekiz evit ar vugale hag ar bedenn a zo lec'hioù evit mont e darempred gant Doue.

E-pad pell n'eo ket bet kelennet ar bedenn d'ar vugale.

Gwelout a reomp mat : abalamour d'an dra-se e chom nebeut a gristenien gouest da gaout liammoù gant Doue dre ar bedenn.

Ur poent all a vez komprenet a-dreuz hiziv. Gallout a reer krediñ e klask an Iliz plijout d'an dud evit ma teufent d'ar feiz. E gwirionez, eo pal kentañ an Iliz lakaat Jezuz Krist da vezañ anavezet gant an holl. Ar pezh o deus kaset hon tadoù er feiz d'an dud eus ar vro-mañ a oa Jezuz Krist. An dud a heulie anezho o doa c'hoant dont da vezañ diskibien Jezuz, anavezout gwelloc'h anezhañ. Er bed a-vremañ o deus ezhomm an dud kompren pe gavout stêr o buhez. Ezhomm o deus e teufe Doue da sklêrijennañ ha da hentañ anezho. Ur fazi eo kinnig d'an dud en Iliz selaou tout ar pezh a vez klevet dija er mediaoù hag er gevredigezh. An disoc'h a vo sklaer : ne vo ket ezhomm ken mont d'an Iliz peogwir e vo klevet dres ar pezh a vez klevet dija dre ar bed holl. Ret eo distreiñ da Zoue.

Met ne loc'homp ket diwar netra evit degas Jezuz. Ar feiz a zo, evel-just, ar c'hatekiz, ar stummadurioù, ar strolladoù pediñ, studiañ ar bibl. Met du-mañ, ez eus ur sevenadur, bet savet gant ur gristeniezh kelt ma welomp roudoù anezhi e pep lec'h en-dro deomp : er chapelioù, ar feunteunioù, hor pardonioù, hor prosesionoù, hor c'halvarioù. Amañ ez eus un hent evit avielañ hor c'henvroiz. Kontañ a ra an holl lec'hioù-se buhez ar sent o deus bet tro da foetañ hor bro, da sevel penitioù, kumuniezhioù o deus pedet, labouret, avielet. Ne dennomp ket eus al lec'hioù-se kement a c'hellfemp, pe da vihanañ ne ginnigomp ket anezho a-walc'h d'ar re yaouank, pere n'ouzomp ket penaos kas ar c'hatekiz ganto ken. Kemeromp harp war hor sevenadur hag hor glad evit magañ he kreñvaat hor feiz a-raok ne vint mui nemet ur mirdi.

Testennoù an deiz a ziskouez ur gwirvoud en deus pep misioner da dalañ outañ, bezañ gwriziennet er bed ma vev ennañ, e liamm gant ar stourmoù da gas da benn hag ouzh an enebiezhoù stag ouzh e gefridi. En Aviel e komz Jezuz eus an dud a nac'ho degemer an diskibien hag e laka e diskibien war evezh eus ar bleizi a glask debriñ an oaned. Dav anzav, ur stumm stourm zo gant ar c'hefridi : stourm speredel, stourm a-enep deomp hon-unan, a-enep ar perc'hed, a-enep ar re a nac'h hag a stourm ouzh Doue. Ar gwirvoud-se a zo splann e buhez hor sent Iwerzhonad, Breizhad pe Kembread : arouezet eo gant an emgann ouzh loened gouez : ar bleiz, bet doñvet gant Sant Herve, an aerouant, an naered gant Sant Paol Aorelian... Kalzig eus hor Sent diazezourien o deus bet da gas stourmoù gwir ouzh politikourien o mare : Sant Tudual en deus ranket en em wareziñ eus ar roue Konomor, Sant Kolomban eus ar Rouanez Brunehilde. En degouezhioù-se eo e komprener pegen a-bouez eo ober pinijenn : m'he deus servijet e vefe lakaet da sant eo bet talvoudus dezho da vezañ gwazed ha maouezed solut, gouest da gas stourmoù kalet ha da vezañ trec'h. Kement misioner, forzh piv vefe ha forzh peur, en do da dallañ ouzh an enebiezh, liammet strizh m'eo ouzh an avielerezh. Dav deomp kavout ul liamm reizh gant ar bed : karout anezhañ, bevañ ennañ, bezañ engouestlet ennañ evit degas dezhañ Jezuz, ha war un dro kaout soñj n'omp ket ar bed met e vevomp ennañ ha ma ne viromp ket hed etrezomp hag ar bed e steuzimp ennañ.

Ma breudeur ha c'hoarezed, ra sikouro hor patroned sant da bareañ hor feiz, ra vo nerzh evit ma vo kreñvoc'h ha treuzkaset en-dro deomp ha d'ar remziadoù da zont. Amen !


+

14ème Dimanche du temps ordinaire

Pardon de St Pierre en Plounevez-Moëdec


« En ce temps-là, le Seigneur en désigna encore 72 et Il les envoya deux par deux, en avant de Lui, en toute ville et localité où Lui-même allait se rendre. »

Chers frères et sœurs,

Les textes que nous entendons en ce 14ème dimanche du Temps ordinaire nous invitent à réfléchir sur la mission dans un contexte de déchristianisation de la société et de recul de l’Église. Je souhaiterais méditer avec vous non pas d’abord sur la mission en tant que telle, mais sur les missionnaires que nous sommes, à travers les grandes figures qui ont évangélisé nos terres et nos ancêtres, et plus particulièrement dans le coin : Saint Ourzhan, Saint Laouenan, Saint Mélar, Saint Melen dans le pays de Plounevez-Moëdec où je serai demain, Saint Tugdual, Saint Levenez à Lanninon.

Quand on réfléchit à la mission, et plus particulièrement aux missionnaires, il est tout d’abord important d’être des hommes et des femmes de Dieu, de soigner sa vie chrétienne et sa conversion. Tous les saints qui ont christianisé nos contrées étaient des hommes et des femmes de Dieu qui, par l’exemple et la fécondité de leur vie, ont converti les peuples païens. Quel homme ou femme de Dieu suis-je ? Soigner sa vie chrétienne passe par la prière, par la vie sacramentelle, par la vie en Église. Alors, demandons-nous : est-ce que je prie avec fidèlement, tous les jours, personnellement, cherchant à rencontrer Dieu dans ma prière, à écouter ce qu’Il me dit et cherchant à Lui répondre ?

Est-ce que je suis fidèle à la messe le dimanche ? Est-ce que je mets la messe en premier dans mes activités du week-end ? À propos des sacrements, est-ce que je me confesse ? la pénitence était un point important de la spiritualité chrétienne celte. Nos paroisses ont été fondées par des moines, des prêtres qui pratiquaient la pénitence de manière quotidienne. Les Pères de nos fondateurs d’évêchés, de paroisses, étaient pétris de la spiritualité chrétienne irlandaise qui honoraient la lutte contre le péché par des jeûnes, des privations, des pèlerinages. Oh, je sais que ces aspects-là ne sont plus dans l’air du temps, mais nous ne pouvons pas ne pas voir les fruits qu’ils ont porté dans le temps. Même si la pratique de la pénitence a évolué dans le temps, elle a une part réelle dans la conversion et la vie chrétienne. La raréfaction du sacrement de la confession et de la pénitence, sa quasi disparition dans les paroisses, a une incidence sur la tiédeur des chrétiens d’aujourd’hui et sur la qualité de leur foi. Enfin, comment est-ce que je mets en œuvre la charité dans ma vie en Église ? est-ce que je prends soin des malades, les visite, les soutiens par ma prière ? est-ce que j’aide ceux qui sont en difficulté spirituelle, morale, physique, matérielle ? La mission à laquelle nous sommes appelés aujourd’hui, dans notre contexte de sécularisation, ne peut pas être féconde si nous ne sommes pas des hommes et des femmes de Dieu qui soignent leur vie chrétienne.

En regardant nos moines, ermites, qui ont évangélisé notre pays, nous voyons qu’ils transmettaient de manière claire la foi qu’ils avaient reçue en annonçant Jésus. St Luc le dit bien dans l’Évangile : « Le Seigneur les envoya deux par deux en toute ville ou localité où lui-même allait se rendre. » Le rôle du missionnaire est de préparer la venue du Seigneur, préparer en annonçant et en permettant aux gens d’accueillir Jésus. Cette parole de Jésus doit nous interroger sur l’annonce explicite de la foi chrétienne. Ces dernières années, la transmission de la foi a été mise en cause ou tout du moins en veilleuse, d’une part parce que l’on sortait encore d’ une société chrétienne où l’on vivait comme chrétien et où finalement une annonce explicite ne s’imposait pas puisqu’elle était implicite ; d’autre part, parce que la foi est devenue de plus en plus une affaire privée. On a contesté toute dimension publique de la foi ; le dernier exemple a été l’interdiction du culte public lors du premier confinement, ramenant la pratique de la foi à une dimension essentiellement personnelle et privée. De plus, les chrétiens ont perdu une certaine cohérence dans leur manière de vivre la foi. Ainsi veut-on faire baptiser les enfants puis leur laisser le choix de choisir après le catéchisme ou non. Comment s’étonner que la foi n’ait plus été transmise ? Si l’on veut être cohérent jusqu’au bout et laisser les enfants choisir, il faut alors les laisser choisir le baptême, mais non pas le demander et laisser le choix du catéchisme après. Cela revient alors à leur donner un sacrement sans leur donner les moyens d’en vivre. L’annonce explicite de la foi passe par le catéchisme pour les enfants et par l’initiation à la prière, comme lieu de rencontre et de dialogue avec Dieu. Pendant des années, on n’a pas non plus appris aux enfants à prier. On en paye les conséquences aujourd’hui. Combien de personnes n’ont pas de relation personnelle avec Dieu ?

Il y a un deuxième malentendu qui court encore aujourd’hui. C’est qu’on a l’impression que l’Église est parfois dans un rapport de séduction avec les gens, cherchant ainsi à les attirer à l’Église. La première mission de l’Église est d’annoncer Jésus. Ce que nos saints fondateurs ont donné aux populations locales, c’était Dieu. Les gens qui les suivaient voulaient devenir disciples de Jésus, apprendre à Le connaître. Aujourd’hui dans notre monde compliqué, les gens ont besoin de comprendre le sens de leur vie, parfois de trouver le sens de leur vie ; ils ont besoin de Dieu qui les éclaire, qui les guide. Si l’on pense plaire aux gens en leur donnant à entendre à l’Église tout ce que le monde ou les médias disent, on se trompe. La conséquence sera simple et directe : il n’est plus nécessaire de venir à l’Église puisque l’Église leur donne à entendre ce que le monde dit déjà. Il faut revenir à Dieu.


Mais pour annoncer explicitement Jésus, nous ne partons pas de rien. Bien sûr, il y a la foi, le catéchisme, des formations, des groupes de prière, d’études bibliques. Mais ici chez nous, il y a une culture, une culture qui a été façonnée par un christianisme celte dont nous avons partout des traces partout : à travers nos chapelles, nos fontaines, nos pardons, nos processions nos calvaires. Il y a ici une voie royale pour évangéliser nos contemporains. Tous ces lieux disent la vie des saints qui ont parcouru nos terres, toutes les fondations d’ermitages, de communautés qui ont prié, travaillé, évangélisé. Nous ne faisons que trop peu parler ces lieux et en tout cas, nous ne les présentons pas suffisamment à la jeunesse qu’on ne sait d’ailleurs plus trop comment catéchiser. Sachons nous appuyer sur notre culture, sur notre patrimoine pour nourrir et revivifier notre foi, avant qu’ils ne deviennent un musée.

Enfin, les textes du jour abordent une réalité à laquelle se confrontent tous les missionnaires, c’est celle du juste rapport au monde et des combats à mener ou des oppositions inhérentes à la mission. Dans l’Évangile, Jésus évoque les gens qui refuseront d’accueillir les disciples et Il met en garde ses disciples sur les loups qui cherchent à dévorer les agneaux. Il faut le reconnaître en vérité : il y a une dimension de combat dans la mission : combat spirituel, combat contre soi-même, contre le péché, contre ceux qui refusent et combattent Dieu. Cette réalité du combat est très présente dans toutes les vies de nos saints irlandais, bretons, gallois : elle est signifiée par l’affrontement avec des bêtes sauvages : le loup, domestiqué par St Hervé, le dragon, les serpents avec St Paol Aurélien etc…Beaucoup de nos saints fondateurs ont eu aussi à mener de vrais combats contre les hommes ou les femmes politiques de l’époque : St Tugdual dut se protéger du Roi Conomor, St Colomban de la Reine Brunehilde. C’est là que l’on comprend l’importance de la pratique de la pénitence : si elle servait à leur sanctification, elle a aussi permis de faire de ses hommes et de ses femmes des personnes solides, aptes à tenir des combats difficiles et à les gagner. Les missionnaires quels qu’ils soient, de quelque époque qu’ils soient, rencontreront ces oppositions qui font partie de la réalité de l’évangélisation. Il nous faut trouver un juste rapport au monde : à la fois l’aimer, y vivre, s’y investir pour lui annoncer Jésus, et à la fois nous souvenir que si nous vivons dans le monde, nous ne sommes pas du monde et que, si nous n’avons pas la distance nécessaire avec le monde, nous nous dissoudrons en lui.

Frères et sœurs, que nos saints patrons, nous aident à soigner notre foi, qu’ils nous donnent la force de l’affermir et le souci de la transmettre autour de nous et aux générations suivantes. Amen !

58 vues

Posts récents

Voir tout